T-shirt

T-shirt da vrudañ Wikipedia

Un tee-shirt pe T-shirt zo ur ger saoznek (ticheurt a-wechoù e brezhoneg) a vez graet eus ur seurt roched, milginoù berr dezhi, fardet gant kotoñs pe poliester. Pa oa bet ijinet e veze implijet evel ur pezh dilhad-dindan, hiziv an deiz avat e vez gwisket evel ur roched. Peurliesañ e tiskouez ez eo dinec’h an neb a wisk anezhañ, dreist-holl e-pad an hañv. Gwisket e vez dre ar penn rak gwevn eo kerc’henn an t-shirt.

Peurliesañ e tiskenn an t-shirt betek an divgroazell. E-pad ur pennad eo bet diouzh ar c’hiz gwiskañ t-shirtoù ledan-tre. A-wechoù e vez gwisket t-shirtoù berr ha tost ouzh ar c’horf gant ar maouezed, diskouez a reont neuze o c’hof hag o begel.

T-shirtoù milginoù hir a gaver ivez ha re all gant ur c’habell. Disheñvel eo an t-shirt, dre ar stumm hag an danvez anezhañ, diouzh ar sweat-shirt a zo tevoc’h ha ledanoc’h .


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne